Emgann New Market

Yaouaerien ar VMI e-pad Emgann New Market

Emgann New Market a voe stourmet d'ar 15 a viz Mae 1864, e Virginia e-pad Kampagnoù traoñienn Shenandoah e-kerzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Ul lu kengevreet savet buan-ha-buan gant 4100 soudard, gant yaouaerien eus ar Virginia Military Institute (VMI), a voe trec'h war ar major jeneral Franz Sigel hag e Army of the Shenandoah. Ar yaouerien dre o youl dibleg a oa bet ar re o devoa degaset an trec'h evit an tu kengevreet en New Market.

Ar "Field of Lost Shoes" war dachenn Emgann New Market hiziv-an-deiz

Ur wech trec'het, Sigel, a voe disammet diouzh e garg hag erlec'hiet gant ar major jeneral David Hunter.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search